Staten-Generaal van de Nederlanden

Republik ar Seizh Stad Unanet en XVIIIvet kantved.

Staten-Generaal van de Nederlanden, Stadoù an Izelvroioù, a oa anv ar galloud-lezenniñ e Republik ar Seizh Izelvro Unanet adalek 1579 betek ar Reveulzi Vatav e 1795.

Ar Stadoù a oa ur galloud-lezenniñ diazezet war kannaded eus pep hini eus ar seizh proviñs (Holland, Friz, Zeeland, Utrecht, Gelderland, Groningen, Overijssel), bodet da sevel ur politikerezh boutin evit aferioù an arme hag ar verdeadurezh, ar politikerezh diavaez hag an aferioù relijiel.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search